| Ur bed a hud, a gevrin hag a varzh an hini eo bed mojennoù Arzhur ha Marc'heion an Daol-Grenn, ma luske krouadurioù iskis e-barzh ar c'hoadegi stank a c'holoe ar vro en amzerioù-hont, endra guzhe erevent er mougevioù teñval ha ma taole an hudourion hag ar gwrac'hed o breoù luziet. Marc'hegezh a rae ar varc'heion dre doleadoù arvarus tro-dro da lez Kameled hag eno ren emgannoù ha tournamantoù feuls evit difenn enor an itronezed koant, ma tregerne an endro gant trouz ar c'hlezeier hag ar goafeier o kenstekiñ didruez. Kontet ha diskontet eo bet mojennoù ar roue Arzhur e-doug ouzhpenn eizh kantved. Deuet int betek ennomp dre hanterouriezh lennegezhioù estren peurliesañ. Distummet int bet a-hed an amzerioù, evit abegoù politikel a-wezhioù. Anat dimp avat, dre studi al lec'hanvioù hag an anvioù tud ez int liammet don ouzh hon bed predenek. Darn eus al lennegezh kollet-se zo bet c'hoazh daskoret dimp en hon yezh (Gaovan hag an den gwer, Danevelloù kozh Danvez Breizh gant Roparz Hemon, Tristan hag Izold, Marzhin gant Langleiz) ha tremen pred e oa kinnig un droienn vrezhonek eus kurioù hon roue meur hag e varc'heion d'hon c'henvroiz yaouank. En droidigezh-mañ ez eus bet dalc'het kont eus evezhiadennoù an aotrou kelenner Leon Fleuriot evit klask adsevel stummoù orin an anvioù-lec'h hag an anvioù-tud : setu perak e kavor enni stummoù zo disheñvel diouzh ar re a oa bet arvaret gant Roparz Hemon ha Langleiz. Gant plijadur e vo lennet troioù-kaer Arzhur, Peredur, Drestan hag Eseot... ha se koulz e Breizh-Veur hag e Breizh Vihan, pe c'hoazh Klask ar Gral Santel ha, penn-da-benn d'an istorioù marzhus-se karantez dic'hallus Lanselod ha Gwenivar ha karantez valeürus Merzhin ha Ninian.
paru en 2005 240 pages Dim 22 x 27.5 cm Cartonné + Jaquette Etat* : Bon état
* Qualité de l'article : Comme neuf : Parfait état. Très bon état : Sans être comme neuf, ne comporte que des défauts minimes. Bon état : Petits défauts sur la couverture, . Etat correct : Le livre doit avoir toutes ses pages ;la couverture peut être légérement endommagée. |